Sonedenn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur sonedenn[1] zo ur varzhoneg, anezhañ un hollad pevarzek gwerzenn, gant div bedergwerzenn da gentañ ha div deirgwerzenn goude.

Italia

Gant Petrarca, en Italia ar XVvet kantved, eo bet brudet ar sonedenn, a seblante bezañ un doare kanaouenn en e raok.
Implijet eo bet en holl yezhoù Europa goude.

Saozneg

Brudet eo sonedennoù William Shakespeare e saozneg.

Spagnoleg

Kentañ den a skrivas sonedennoù spagnoleg e voe Íñigo López de Mendoza, markiz Santillana (1398-1458), a savas 42 sonedenn. Er XVIvet kantved e voe implijet gant Diego Hurtado de Mendoza, Hernando de Acuña, Fernando de Herrera, Gutierre de Cetina, ha re all.

Ar varzhed vrudetañ a savas sonedennoù eo Lope de Vega, Góngora, Quevedo, Calderón, Sor Juana ha Cervantes.

Galleg

E galleg eo bet implijet ar sonedenn gant Ronsard, Baudelaire ha Hérédia dreist-holl.

E brezhoneg

Implijet eo bet ar sonedenn gant tud Gwalarn : Roparz Hemon, Youenn Drezen, Kenan Kongar ha re all.

Abaoe an eil brezel-bed n'eo ket bet implijet stank.

Pennadoù kar

Notennoù

  1. Meneg ebet e Geriadur Vallée, 1932. Meneget e Geriadur Hemon, 1993. Soned dindan pluenn Serj Richard e-barzh An Dengasaour, 2013.